Binn Bhán

Eus Wikipedia
Binn Bhán, a-gleiz en diabell

Binn Bhán, hervez an iwerzhoneg, pe Benbaun, hervez ar saozneg, zo ur menez e kontelezh Gaillimh, en Iwerzhon. Ar menez uhelañ eo er gontelezh, gant 729 metr uhelder, hag an dekvet menez uhelañ eo en enezenn a-bezh.

Asambles gant un toullad menezioù all ez a d'ober aradennad Beanna Beola (pe Twelve Bens e saozneg). E Park Broadel Conamara emañ ar menezioù-se.

"Kern gwenn" eo ster an anv Binn Bhán.