Bilhard izelvroat
Neuz
Bilhard izelvroat
Iskevrennad eus | shuffleboard, tabletop game |
---|---|
A implij | table shuffleboard, table shuffleboard puck, table shuffleboard powder |
Ar bilhard izelvroat a zo ur c'hoari taol ma vez c'hoariet gant paledoù ouzh o lakaat da ruzañ ha da vont e-barzh kombodoù.
Doare ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ret eo merkañ an niver brasañ a boentoù en ur strinkañ teir gwech ar paledoù.
Dafar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 plankenn c'hoari gant 4 c'hombod (eus ar poent 1 d'ar poent 4),
- 16 paled.
Penaos ez a en dro ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1. Strinkañ ar 16 paled an eil goude egile; 2. Bountañ er foñs ar paledoù a zo e-barzh ar c'hombodoù, kemer en-dro ar re all; 3. Strinkañ anezho ur wech all; 4. Bountañ en-dro er foñs ar paledoù a zo e-barzh ar c'hombodoù, kemer en-dro ar re all; 5. Strinkañ evit ar wech diwezhañ.
Ar poentoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1 heuliad 4 faled e pep kombod a gont 20 poent. Ar paledoù all a gont an niver a boentoù a zo skrivet war ar c'hombod. Ar maout a ya gant an hini en deus bet ar muiañ a boentoù.