Bignez
Bignez zo kouignoù graet gant bas fritet en eoul. Gallout a reont bezañ sukret pe sall. Ul lip-e-bav aes d'ober eo, setu perak e vezont kavet e kalz broioù.
Gant bleud, vioù hag eoul pe amann e vez graet ar bas. Bier a vez lakaet ivez e broioù zo. Ront int peurliesañ, e stumm ur walenn a-wechoù, gant un toull e-kreiz eta, evel an donut amerikan.
Bignez sukret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant sukr pe gaotigell e vez gwarniset ar bignez boas. E-barzh pe war ar gorre e c'haller lakaat ar gwarnisadur-se. Frouezh (avaloù...), toaz chokolad da ledañ, mel pe a bep seurt diennoù zo doareoù all da fichañ anezho.
Bignez Bro-Dreger zo brudet e Breizh.
Bignez sall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e vez legumaj (kourjetez, onion...).
Talvoudegezh vezhurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez taolenn vezhurel "Ajañs Frañs surentez yec'hedel ar boued, an endro hag al labour" e 2013 e talv 100 g a vignez plaen kement ha 400 kcal energiezh degaset gant 6,3 g protein, 22,1 g lipid ha 42,8 g glukid (13,7 g sukr gant ar glukid)[1].
N'eo ket yac'h debriñ bignez, kalz sukr ha kaloriennoù o deus.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Composition nutritionnelle des aliments TABLE Ciqual e www.ars.usda.gov, 2013.