Big Boss

Eus Wikipedia

Big Boss zo unan eus ttudennoù pennañ an heuliad c'hoarioù video Metal Gear. Ar wech kentañ ma oa bet tu da welet anezhañ a oa bet er c'hoarioù video diazez Metal Gear war ar c'hoñsolenn MSX2 evel penn ofiser hag enebour pennañ Solid Snake. Adkavet e oa bet goude-se gant an anv Naked Snake, taolennet e vez evel ur soudard eus an nerzhioù ispisial stadunanat enoret evel un haroz brezel betek ma vefe gouzañver c'hoarioù politikel. A-benn neuze e sav ur strollad goprsoudarded.

Tudenn Big Boss a zo karet gant al lennegezh c'hoarioù video dre e rol a den drouk met ivez e darempredoù gant Solid Snake. Gant ma yae war-raok kronologiezh bed Metal Gear, e lealded resis kement hag e awenoù gwirion a oa deuet da vezañ diaesoc'h-diesañ da gompren. Ar c'hentañ wech ma voe tu gwelet anezhañ e oa un treitour o klask sevel ur bed gant brezel dizehan, a-feur ma voe adwelet anezhañ e oa deuet da vezañ unan eus tudennoù pennañ ur brezel ideologel ledet war hanter an XXvet kantved. Kas a oa savet ennañ a-nep ar bolitikourien dre o emzalc'h dichek ha difoutre eus tonkad ar soudarded. Setu perak e oa aet Big Boss da sevel e strollad soudarded dezhañ e-unan renet gant Venom Snake.

Evit an heuliad japanat, mouezh Naked Snake a zo hini Akio Ōtsuka (mouezh aktourel Solid Snake) padal Big Boss a zo mouezhiet gant Chikao Ōtsuka (tad Akio Ōtsuka) e Metal Gear Solid 4: Guns of the Patriots. Evit an heuliad saoznek, Naked Snake a zo mouezhiet gant David Hayter (mouezh Solid Snake) ha Big Boss gant Richard Doyle (evit Metal Gear Solid 4: Guns of the Patriots) ha gant Kiefer Sutherland (mouezh aktourel Venom Snake).

Kronologiezh Metal Gear[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1964 – Snake Eater 1974 – Peace Walker 1975 – Ground Zeroes 1984 – The Phantom Pain 1995 – Metal Gear 1999 – Metal Gear 2: Solid Snake 2005 – Metal Gear Solid (The Twin Snakes) 2007/09 – Sons of Liberty 2014 – Guns of the Patriots