Beyond the Sea (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Beyond the Sea zo ur ganaouenn saoznek, savet ar c'homzoù anezhi gant ar sonaozer stadunanat Jack Lawrence (1912-2009) war don ar ganaouenn c'hallek La Mer, gant Charles Trenet. Disheñvel-bras eo ar c'homzoù avat diouzh re Trenet.

Sonenrollet eo bet gant kalzik tud, en o zouez Benny Goodman (1948), Mantovani, Roger Williams (1955) ha Gisele MacKenzie. Doare Bobby Darin avat e 1959, eo an hini a reas ar brasañ berzh. Goude e voe kanet gant kalz a dud all evel George Benson, Miguel Bosé, Bobby Caldwell, Eric Comstock, Sacha Distel, Barry Manilow, Johnny Mathis, Gene Nery, Helen Shapiro, Rod Stewart, The Sandpipers, Carol Welsman, Robbie Williams.

Doareoù spagnolek, italianek hag izelvroek zo ivez.

En holl ez eus ur pevar c'hant sonenrolladur anezhi.