Kentañ ma voe gwelet a voe d'an 9 a viz Eost 1930 er film Dizzy Dishes gant ar filmaozer stadunanat a orin [[Polonia[polonat]] Max Fleischer (1883-1972), ma oa Betty Boop ul ludresadenn eus ar ganerez Helen Kane (1904-1966), a gane en ur dreveziñ ur babig ; ur meskaj maouez/kiez-rodellek e oa an dudenn treset gant M. Natwick. Kement a verzh a reas e New York ma voe broudet M. Fleischer da sevel ur stirad. Gant an dreserien S. Kneitel ha B. Wolf e voe troet d'ur vaouez ; e 1932 e voe boulc'het ar stirad, ha dizale e troas Betty Boop da dudenn vrudetañ ar Fleischer Studios.
E 1932 end-eeun, Helen Kane a savas prosez ouzh Max Fleischer, ar Fleischer Studios ha Paramount Pictures, pa gave dezhi e oa Betty Boop ul ludresadenn anezhi, a rae kevezerezh outi hag a gase he berzh da get. Dirak al lezvarn e 1934 e voe diskouezet ur film ma kane Esther "Baby Esther" Jones en Harlem e 1921 en hevelep doare ha Helen Kane, ar pezh a brouas ne oa ket bet ijinet an doare gant H. Kane, a voe distroadet[1].
Setu amañ listenn ar 130 film a voe lakaet war ziskouez etre an 9 a viz Eost 1930 (Dizzy Dishes) hag ar 15 a viz Eost1953, kinniget en urzh an amzer e pep bloavezh.