Bernard Lasbleiz

Eus Wikipedia

Bernard Lasbleiz, ganet d'an 22 a viz Kerzu 1951 e Pariz, a zo un akordeoñser hag ur c'helenner eus Bro-Dreger. Embannet en deus pladennoù ha levrioù.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri levr skridoù-sonerezh en deus graet :

  • "Tonioù a blij din - 100 ton evit an akordeons diatonik". Coop Breizh. 2000
  • "An ton hag ar pardon - skridoù-sonerezh, evit soloioù, daouadoù, triadoù sonerien akordeoñs diatonik". Coop Breizh. 2004
  • "Ma'm bije bet kreion - Kronikoù sonerezh eus Bro-Dreger ha broioù all e Breizh". Dastum. 2007

D'an unan a viz Kerzu 2012 en deus dalc'het e dezenn "War Don... les timbres des chansons et cantiques populaires en langue bretonne (17e - 20e siècle)", e Skol-Veur Brest.