Bernard Kouchner
Neuz
Bernard Kouchner zo mezeg hag ur politikour gall.
Gant mezeien all en deus krouet ar gevredigezh Mezeien hep bevennoù ha da c'houde Mezeien ar bed.
Kargad uhel an ABU eo bet ivez.
Abaoe an 18 a viz Mae 2007 eo Ministr aferioù diavaez Frañs e gouarnamant François Fillon.
Ganet e oa bet d'ar 1añ a viz Du 1939 e Avignon. E emezeladenn gentañ en ur strollad politikel a voe ouzh ar Strollad komunour gall. Er bloavezhioù 1960 ez eas gant ar Strollad Sokialour gall (graet en deus ur mont-ha-dont e Strollad radikal gall ivez).