Bered Polson
| Stad | Stadoù-Unanet |
|---|---|
| E tiriad | Kontelezh Delaware |
| Daveennoù douaroniel | 36°31′32″N 94°38′10″W |
| Statud gladel | National Register of Historic Places listed place |

Bered Polson zo ur vered vihan met brudet lec'hiet e Delaware County e Stad Oklahoma, e Stadoù-Unanet Amerika.
Hec'h anv a zo deuet diwar hini an doktor William Davis Polson (1830-1893)[1], ha goude-se evit an holl re Bolson all hag an dud kar dezho hag a zo bet douaret eno. Eno eo bet beziet ar brigadennour kengevreet Stand Watie. Darn eus an dud bet beziet eno a zo liammet dre ar gwad ouzh ar boblad Cherokee.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ korf bet douaret eno eo hini John Ridge, ur c'henderv da Stand Watie, e 1839. Ar brigadennour Stand Watie a oa marvet pa oa o labourat en e di, ha dre ma oa dour-beuz ne oa ket bet gallet kas ar c'horf betek an douaroù familh da vezañ douaret. Ar vered kozh war douaroù ar familh Watie a oa bet dilec'hiet e 1960 dre ma oa dilezet, ha kaset e oa bet a-benn neuze an holl gorfoù ha mein-koun da vered Polson.
-
Dor degemer Watie
-
Maen-koun evit Stand Watie (Degataga Oo-Watee)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Find A Grave