Benjamin Ryan Tillman
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Benjamin Tillman |
| Anv ganedigezh | Benjamin Ryan Tillman |
| Anv-bihan | Benjamin |
| Anv-familh | Tillman |
| Moranv | Pitchfork |
| Deiziad ganedigezh | 11 Eos 1847 |
| Lec'h ganedigezh | South Carolina |
| Deiziad ar marv | 3 Gou 1918 |
| Lec'h ar marv | Washington D.C. |
| Lec'h douaridigezh | Ebenezer Baptist Church Cemetery |
| Breur pe c'hoar | George D. Tillman |
| Pried | Sallie Tillman |
| Bugel | Benjamin Ryan Tillman III |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Micher | politiker |
| Lec'h labour | Washington D.C., Columbia, Edgefield County |
| Strollad politikel | Strollad Demokratel |
| Relijion pe kredenn | kristeniezh |
| Ideologiezh politikel | segregationism |
| Generational suffix | L252247-F2 |
| National Governors Association biography URL | https://www.nga.org/governor/benjamin-ryan-tillman/ |

Benjamin Ryan Tillman, ganet d'an 11 a viz Eost 1847 hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gouhere 1918, a oa ur politikour stadunanat eus an Democratic Party. Bez e voe gouarnour South Carolina etre 1890 ha 1894, ur senedour stadunanat etre 1895 betek e varv e 1918. Dreistbeliour gwenn, talañ a reas kreñv ouzh c'hoantoù gwirioù an afroamerikaned. Tillman a oa e penn un unvez damsoudardel gouennelour anvet Red Shirts (Rochedoù ruz) e-pad dilennadegoù feuls 1876 e South Carolina.
Er bloavezhioù 1880, Tillman, ur perc'henn douaroù pinvidik, a oa deuet da vezañ dipitet gant pennoù ar Strollad Demokratel. En em lakaat a reas e penn ul luskad labourerien-douar wenn da c'houlenn reizhadurioù. Da gentañ e oa bet un taol bazh en dour, en desped da vezañ bet un awen anat da grouidigezh skol-veur Clemson evel skol labour-douar. E 1890, Tillman a oa deuet a-benn da vezañ mestr war skourr an Democratic Party, dilennet e oa bet evel gouarnour ar Stad.
Pevar bloaz e chomo er post, 18 Amerikan du a oa bet lazhadeget e South Carolina e-pad ar mare-se, an hini gwashañ en istor ar Stad. Tillman en devoa klasket stourm a-enep ar jahinerezoù, met eus an tu all e tifenne ar re gablus eus an torfedoù. Embann a rae e vefe prest da vezañ penn ul lazhadenn e-unan. E 1894, e fin e eil respetad, e oa bet dilennet da senedour stadunanat dre votadeg pennoù ar Stad.
