Ben Side

Eus Wikipedia

Ur Ben Side (Bean sí en iwerzhoneg a-vremañ, hag a dalv "gwreg ar c'hrugelloù-bez") a zo ur spered benel e gwengelouriezh Iwerzhon ereet ouzh un tiegezh evel kannadez etre ar re vev hag ar re varv, o kehentiñ en ur c'harmiñ pe hirvoudiñ. Tro-dro ar beredvaoù hag an tumulioù (síde, pe ur síd en unander) e c'haller he c'havout.