Ben Johnson (atletour)

Eus Wikipedia

Benjamin Johnson pe Ben Johnson a zo ur reder, evit ar 100 m dreist-holl, ganet e Falmouth (Jamaika) d'an 20 a viz Kerzu 1961. Kanadian eo bremañ.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Erruout a ra d'an oad a 15 vloaz e Kanada, e Scarborough en Ontario, gant e vamm hag e bemp breur. E dad o chom e Falmouth. Ober a ra anaoudegezh gant gourdoner skol-veur York, Charlie Francis, ur c'hampion eus ar 100 m.

Mont a ra da glub Scarborough Optimists hag e 1980 ec'h eas da skipailh Kanada. Gonnit a ra e vedalenn etrevroadel gentañ e c'hoarioù Commonwealth 1982 ma erruas eil eus ar 100m e 10s05 etre an daou skosad Allan Wells ha Cameron Sharp.

Stadegoùː[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gounezet en deus ur vedalenn arem war ar 100 m ha war ur redadeg a-bep eil (4 × 100 m) e c'hoarioù olimpek an hañv 1984 e Los Angeles.

Gounezet en deus ivez Kampionnad ar bed e Paris e 1985 war 60 m nemetken.

E 1988 e c'honne e 9,79s gourfenn ar C'hoarioù Olimpek e Seoul dirak e enebour gwashañ, Carl Lewis, met kavet e vez nebeut war-lec'h ez eo dopet Ben Johnson, ar pezh a ro dezañ an difenn d'ober sport e-pad daou vloaz hag ar pezh a roas fin d'e red micherel.