Ben-Ami Koller
Neuz
Ben-Ami Koller zo ul livour gall, a orin eus Roumania, ganet d'an 14 a viz Mae 1948 en Oradea (Roumania) ha marvet d'an 15 a viz Kerzu 2008 e Montreuil (Bro-C'hall)[1]. Kelenner war al liverezh e oa .
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Entanet-bras gant al liverezh hag an treserezh e oa bet abaoe e youankiz. Studioù war an arzoù-kaer e Bukarest en doa graet. Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h ec'h eas da vevañ da Israel. Arruout a reas e Bro-C'hall e 1981. Awenet e oa bet, a-hed e vuhez, gant korf an dud. E fin e vuhez e savas taolennoù difetis kentoc'h.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro C'hall hag e meura vro all e kaver e oberennoù.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Jean-Noël Cuénod, « Un peintre majeur n’est plus: Ben-Ami Koller », La Tribune de Genève, 18 Kerzu 2008.