Belouizdad
Belouizdad a zo ur gumun eus Wilaya Aljer, en Alje. Anvet e oa Belcourt da vare aloubadeg ar gêriadenn gant ar C'hallaoued hag anvet Hamma Annassers war-lerc'h an dispac'h. Dont a reas da vezañ anavezet Belouizdad diwar anv un den, Mohamed Belouizdad, hag a stourme a-enep jahinierezh ha marvelezh tud an FLN. Savet eo bet Belcourt war ur blaenenn gwazheg eus Alje. Dont a ra an anv « Belcourt » diwar an den kentañ en deus savet savadurioù war ar blaenenn-se. Tro-dro 3 km eus kreiz-kêr Alje eo lec'hiet ( treuzet eo gant hent tro Norzh Alger).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1960: manifestadeg an 11 a viz Gwengolo.
1988: tarzhañ a ra un emgann etre ar servijou publik hag an annezidi.
Ekonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gumun Belouizdad n'eo ket ur gumun industriel, ober a reont o c'henwerzh diwar koñversioù bihan. Koulskoude ez eus un neubeut usinoù enni.
Termenadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]O.S. : Organisation Spéciale, un aozadur hag a rae war-dro dastum arc'hant evit prenañ armoù ha stummañ tud d’en em gannañ. Penn kentañ an FLN eo. Meret eo bet gant Mohammed Belouizdad ha Hocine Aït Ahmed. Savet eo bet e 1947 ha serret e 1950 gant an arme c’hall. Kondaonet e voe tud eus an O.S evit gwall-daolioù a-enep an arme c’hall. O.A.S. : an dud a stourme da virout Bro-Aljeria er Frañs. Aet zo kalz anezho da ober ar Front National. Langis : ur c'hleñved hag a douch dre vras ar skevent. A.N.P. : arme Bro-Aljeria a-vremañ, e galleg “Armée Nationale Populaire”. Harluet: rediet da skarzhañ kuit eus ur gêr, ur vro ha da vont d’ul lec’h all da chom.