Bazhataerezh gant div vazh

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Ar bazhataerezh gant div vazh a zo un doare bazhataerezh gant div vazh war un dro, unan e pep dorn.

An taolioù hag an touchennoù evel gant ur vazh hepken. Hogen, implij div vazh a redi an tenner da gaout ur stad emgann disheñvel, dre ma n'eus ket mui a dorn blenierez, neuze e rank lec'h an treid klotañ gant implij ar vazh.

Rediet eo ivez an tenner da skeiñ e daolioù en un doare disheñvel diouzh pa ne vez nemet ur vazh gantañ, setu perak e vez an dennerien da implij an div vazh da heul, padal e vez talvoudusoc'h implij an div war un dro, pe prientiñ un daol all pa vez taget gant ur vazh.

Dre ma n'eus ket savet reolennoù d'ar bazhataerezh gant div vazh ne vez kenstrivadeg ebet ha ne vez aozet nemet abadennoù.