Bazenn nijlu Al Anad

Eus Wikipedia

Bazenn nijlu Al Anad, zo ur bazenn hag un aerborzh milouel e Gouarnamant Lahij, Yemen. Ar bazenn nijlu vrasañ eo eus Yemen.

Implijet eo bet ar bazenn evel lec'h penn arspierezh hag enep sponterezh stadunanat evit seveniñ oberiadurioù brezel e Su Yemen betek an argadenn veur houthi goude taol-stad Yemen 2014–15. Harpet gant Iran ar re-se a oa deuet a-benn da gemer ar galloud er Yemen hag a oa kroget da aloubiñ an douaroù perc'hennet gant melestradurezh Aden. E miz Meurzh 2015, soudarded stadunanat an nerzhioù ispisial a oa terc'het diouzh an aerborzh milourel Al Anad pa oa bet mestroniet e-pad nebeut amzer Gouarnamant Lahij gant Al-Qaida en ledenez Arabia (AQPA).

Nebeut devezhioù war-lerc'h, d'ar 25 a viz Meurzh, an aerborzh a oa aloubet gant soudarded Houthi ha gant an 201vet brigadenn hobregonet eus douarlu Yemen. Tennet e oa bet obuzennoù war al lec'h gant an nerzhioù chomet leal d'ar prezidant Abd Rabbuh Mansur Hadi, nebeut Houthis a oa aet kuit.

Soudarded leal da Hadi, harpet gant nerzhioù douar Arabia-Saoudat o devoa adkemeret al lec'h d'an 3 a viz Eost 2015. O enebourien a oa aet da repuiñ ermenezioù tro-war-dro. 15 devezh sez a oa bet ezhomm evit adkemer al lec'h, goude an trec'h gant ar gouarnamant e-pad Emgann Aden.


D'an 31 a viz Genver 2016 e voe embannet e oa bet ur misil kadoniel Tochka o tizhout an aerborzh. Tennet eoa bet gant ar re Houthi. Degadoù a soudarded eus Soudan ha nevezianted yemenat a oa bet lazhet.