Bazenn (mor)
Neuz
Ur vazenn (liester : bazennoù, bazinier) pe ur vaz (liester : bazoù, bazioù) zo ul lec'h er mor ma vez bas an dour hag a c'hall bezañ dizoloet d'an izelvor.
Evit ar voraerien eo dañjerus ar bazennoù, pa c'hall ar bigi skeiñ warno hag ober peñse.
E lec'hanvadurezh aodoù Breizh e kaver stank ar gerioù « baz » ha « bazenn ».