Baruch Goldstein

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Baruch Kopel Goldstein (hebreeg: ברוך קופל גולדשטיין‬), ganet d'an 9 a viz Kerzu 1956 hag aet da Anaon d'ar 25 a viz C'hwevrer 1994, a oa ur medisin israelat-stadunanat. Ur Yuzev strizhkredenner e oa ha lazhet en devoa 29 Palestinad ha gloazet 125 all e 1994 e-pad Lazhadeg Hebron. Skoet e voe gantañ gant an dud a oa chomet bev, betek e lazhañ.

Ar gouarnamant israelian a oa savet a-enep al lazhadeg ; harzet e oa bet aduidi ar politiker Meir Kahane, lakaet e-maez lezenn ar strollad Kach hag al luskadoù tost dezhañ lakaet da strolladoù sponterien. Ouzhpenn-se e oa bet difennet ouzh lod trevadennerien yuzev mont e kêrioù Palestina, ha goulennet gant an drevadennerien rentañ o armoù-tan. Nac'het e voe goulenn Aozadur Dieubidigezh Palestina a c'houlenne e vefe dizarmet an holl trevadennerien ha krouet un nerzh etrebroadel evit difenn ar Balestinianed.