Mont d’an endalc’had

Barailh

Eus Wikipedia
Div vaouez o tistenn dilhad, gant Edgar Degas. An eil o labourat, eben o varailhat gant ar skuizhnez.
Kaozeadenn, gant Oscar Bluhm .
Kement loen a varailh ha dezhañ divskouarn
N'eo ket ken fin hag al louarn.


Ar barailh (pe bazailh, bazailhadenn) zo ur fiñv eus kigennoù an dremm da vare an dihun, gant an dud hag al loened, ar bronneged dreist-holl. Kregiñ a ra gant un enalanadenn ha war he lerc'h e teu un dialanadenn.

Gallout a ra dont eus bezañ skuizh, pe eus an diouer a fiñv.

Hippokrates a soñje gantañ e laoske an derzhienn da vont kuit, evel ma vez laosket moged gant ur siminal.

Deskrivadur fizikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri fredig zo d'ar barailh, ha war-lerc'h e vez ur santad aaezamant.

  • un enanaladenn hir
  • un apnea ha ne bad nemet un eilenn, ma tigresk kleved ar barailher, abalamour ma'z eo digor trompilhoù ar c'hleved
  • un dianaladur trumm, a ra d'an den skuilhañ daeroù, gant astenn an izili pe get.

Er gevredigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur merk a fae e c'hall ar barailhadennoù bezañ, fae war labour ar re all evel a-youl-gaer amañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3ANeal&diff=307039&oldid=307034.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.