Banniel Suis

Eus Wikipedia
Banniel Suis
Banniel Suis
Kenfeurioù: 1:1
Kod bannielouriezh FIAV 111000.svg FIAV normal.svg

Banniel war zouar

Degemeret e 1848; 1899
Livioù
  • ██ ruz 186C
  • ██ gwenn
  • Banniel Suis eo banniel broadel hag ofisiel Kengevread Suis. Ur c'harrez ruz eo gant ur groaz wenn en e greiz.

    Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Daoust ma n'eo bet degemeret nemet nevezik 'zo (1848) ha reolennet abaoe 1889 e kaver meneg eus ur groaz wenn war ur foñs ruz implijet gant armeoù Suis abaoe ar XIVvet kantved. Diazezet eo war ardamezioù kanton Schwyz, unan eus an tri c'hanton diazez eus ar c'hengevread. Banniel Savoia, ur vro nes, a zo kar dezhañ.

    Banniel Savoia.


    Kenfeurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Karrez eo banniel Suis, koulz ha reoù ar c'hantonioù. En tu-hont da Suis n'eus nemet ur stad er bed a-gement he deus ur banniel karrez, ar Vatikan an hini eo. Ar bannieloù en implij war al listri o devez dre vras ar c'henfeurioù boasoc'h 2:3.

    Banniel Suis evit al listri.


    Banniel ar Groaz Ruz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Diazezet eo banniel ar Groaz Ruz war banniel Suis. Eilpennet e oa bet al livioù.

    Banniel ar Groaz Ruz.


    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.