Banniel Komorez
Neuz
Banniel Komorez eo banniel broadel Komorez abaoe ar 7 a viz Genver 2002.
En tu kleiz ez eus un tric'horn gwer, ardamezioù gwenn ar vro ennañ. A-hend-all ez eus peder bandenn a-blaen, arouez inizi Komorez : melen (Mohéli), gwenn (Mayotte), ruz (Anjouan) ha glas (Grande Comore). Ur greskenn ha peder steredenn a ya d'ober an ardamezioù, arouez an islam, relijion bennañ Komorez. Gant ar peder steredenn e vez aroueziet ivez peder enezenn ar vro.
Bannieloù bet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Prantad a-raok an dizalc'hiezh betek miz Genver 1976
-
Miz Genver 1976-Miz Mae 1978
-
1978-1992
-
1992-1996
-
1996-2001
Bannieloù pep enezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar peder enezenn o deus pep a vanniel ofisiel, war-bouez hini Mayotte a zo diofisiel pa n'eo ket mestr ar stad warni.