Banniel Kanada
Neuz
| Banniel Kanada | |
|---|---|
| Kenfeurioù | 1:2 |
| Kod bannielouriezh | |
| Anv | Maple Leaf Flag (Banniel e zelienn skav-gwrac'h) L'Unifolié (An Undelienneg) |
| Staliadur | 15 a viz C'hwevrer 1965 |
| Livioù (Pantone) | |
| Kod bannielouriezh | Banniel ar morlu |
Banniel Kanada a zo ruz ha gwenn, gant 3 bandenn a-serzh ruz-gwenn-ruz. Un hanter ledanoc'h eo ar vandenn wenn, hag en he c'hreiz ez eus un delienn skav-gwrac'h 11 beg en e greiz. Degemeret eo bet e deroù 1965 evit kemer lec'h an Union Jack a oa ar banniel ofisiel de jure betek neuze, met er fedoù e veze graet abaoe 1890 gant ur red ensign, ur banniel ruz gant an Union Jack er c'honk, gant ur skoed er flapenn. Ar skav-gwrac'h eo blantenn arouezel Kanada.
Bannieloù istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Banniel broadel (1868-1921)
- Banniel broadel (1921-1957)
- Banniel broadel (1957-1965)
