Banniel Gabon

Eus Wikipedia
Banniel Gabon

Banniel Gabon zo ofisiel e Gabon abaoe dizalc'hiezh ar vro e 1960.

Teir bandenn a-blaen a ya d'ober anezhañ : unan wer e krec'h (arouez ar c'hoadeier), unan velen e kreiz (arouez an heol) hag unan c'hlas en traoñ (arouez ar mor).

Etre 1959 ha 1960 e oa damheñvel banniel Gabon nemet e oa an triliv gall er c'honk ha finoc'h e oa ar vandenn velen hag a oa arouez ar c'heheder.

Banniel bet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]