Mont d’an endalc’had

Banniel Burundi

Eus Wikipedia
Banniel Burundi (kenfeurioù 3:5)

Banniel Burundi eo banniel broadel Burundi abaoe an 28 a viz Meurzh 1967.

Stummet eo gant ur groaz sant Andrev wenn (arouez ar peoc'h) hag a zisrann ar banniel e pevar zamm ruz (arouez ar re a varvas e-pad ar stourm evit an dizalc'hiezh) ha gwer (arouez ar spi) a bep eil. Kreiz ar groaz zo ur gantenn wenn, enni teir steredenn ruz sterniet e gwer (arouezioù teir lodenn ger-stur Burundi : Unaniezh, Labour, Araokaat).

D'ar 27 a viz Gwengolo 1982 e voe kemmet e genfeurioù eus 2:3 da 3:5.

Bannieloù kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]