Bank (azezenn)

Eus Wikipedia
Ur bank zo bras a-walc'h da reiñ lec'h da zaou zen da azezañ
Bank-arc'h saoz, eus marevezh ar roue Charles II
Bankoù hir en Iliz Gustaf Vasa e Stockholm
Bank kêr
Bank war ar maez

Ur bank, pe skaoñ, zo ur pezh arrebeuri a c'hall meur a zen azezañ warnañ.

Boutin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar seurt boutinañ, gwechall, a oa gant ur planken, strizh a-walc'h, a-led war daou blanken all, evel daou droad, a-serzh. Pa veze hir-mat e c'halle bezañ tri zroad, kement ha dougen pouez muioc'h a dud.

En ilizoù protestant, pe e kor an ilizoù katolik, e vez uheloc'h ha ledanoc'h ar bankoù, hag ur c'hein oute ouzhpenn.

Materi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e vezent graet gant koad. Koulskoude, ar re a gaver e-kreiz ar c'hêrioù d'ar bourmenerien d'ober un diskuizh, a vezgraet gant materioù all: mein, simant, plastik. Darn o devez brec'hioù zoken.



Bankoù Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Breizh, war ar maez, betek dibenn an XXvet kantved, ec'h azeze an dud ouzh taol war bankoù koad. Ne veze ket a gadorioù en tier paourañ.

En ilizoù e oa bankoù ivez evit ar vugale ha kadorioù evit an dud vras. Er chapelioù, a oa paouroc'h, ne veze nemet bankoù.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.