Balana

Eus Wikipedia
Div davarn e Balana, an eil e-tal eben, e kreiz ar gêriadenn

Balana (Ballon e saozneg) zo ur gêr vihan en Iwerzhon, e kontelezh Ceatharlach hag e proviñs Laighin. War an hent N80 emañ, e-kichen kêr Ceatharlach. 712 annezad a oa e 2016.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • div davarn zo e straed vras ar bourk
  • Ballon Hill zo un dorgenn 137 metr uhelder; aspadennoù eus oadvezh an arem zo bet kavet eno

Sportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hlub mell-droad ouezelek zo, Ballon GAA club, hag ur c'hlub mell-droad, Burrin Celtic e anv.