Baked beans

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Baked beans

Baked beans zo ur meuz a ya d'e ober fav gwenn, poazhet en ur chaous tomatez gant aromou.

En hengoun vijent tommet er forn, met tommet vezont en ur gasteloden ivez, diouzh boaz, en desped d'an anv. Ur meuz diazez ha brudet evit dijuniñ ar Saozon gant uiou eo. Kavet e vez e boestou-mir a neuz gwer gant ur skeudenn anezho peget outo. Debret vezont alies gant bara minwig, fritez suilhet. Beans war an tamm bara krazet pe hantergraz. Ar Saozon a zebr anezho ivez gant patatez er forn, bacon ha silzig.

Diforc'hiou zo da stadañ, memestra entre ar baked beans gwerzhet er Stadou Unanet hag an hevelep produ gwerzhet er Rouantelezh Unanet. 14 g sukr en SUA gant 7 g er podad RUad.  Gant un dijuniñ eus ar seurt n'haller ket kaout naon en-dro a-raok 14 eur.