Republik Kevreadel Alamagn (1949-1990)
Neuz
(Adkaset eus BRD)
Republik Kevreadel Alamagn (Bundesrepublik Deutschland berraet e RKA, BRD) eo an anv ofisiel a oa etre 1949 ha 1990 gant al lodenn eus Alamagn a oa bet savet gant an teir rann a oa e dalc’h ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet hag ar Frañs. Ar rann diwezhañ, a oa e dalc'h an Unaniezh Soviedel, a yeas d'ober Republik Demokratel Alamagn (RDA/DDR). Er yezh pemdez e veze graet dre vras gant Alamagn ar C'hornaoueg/C'hornôg (Westdeutschland en alamaneg) evit ober anv anezhi. D’an 3 a viz Here 1990 e voe adunanet ar vro, war ziazez ar Republik Kevreadel. Bonn e oa ar gêr-benn.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |