Mont d’an endalc’had

Avoir vingt ans dans les Aurès

Eus Wikipedia
Avoir vingt ans dans les Aurès
film
TitlAvoir vingt ans dans les Aurès Kemmañ
Danvez pennañBrezel Aljeria Kemmañ
Tachennfilm brezel Kemmañ
Deiziad embann12 Mae 1972 Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelgalleg Kemmañ
SevenerRené Vautier Kemmañ
SenarioourRené Vautier Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñPierre Clément Kemmañ
SonaozerPierre Tisserand Kemmañ
Embregerezh produiñQ111702130 Kemmañ
Lec'h an istorImpalaeriezh trevadennel Frañs Kemmañ
Livliv Kemmañ
Prizioù resevetQ3114791 Kemmañ
Renkadur ar CNCholl bublik Kemmañ
Sound designerAntoine Bonfanti Kemmañ


E miz Ebrel 1961, e savas René Vautier ar film « Avoir vingt ans dans les Aurès », « Bezañ ugent vloaz en Aorez ». Deuet eo er-maez e Frañs d'an 12 a viz Mae 1972. René Vautier en deus skrivet ar senario. Ar film-mañ a zo embannet gant « Unité de Production Cinématographique de Bretagne ». Ar film a bad 97 munutenn. Sonerezh ar film a zo bet graet gant Yves Branellec ha Pierre Tisserand. Paeroniet eo bet ar film-mañ gant TF1, ha TF1 en deus sikouret da sevel ar film. Bet en deus priz etrevroadel ar barnañ e « Festival De Cannes », gouel ar filmoù a vez bep bloaz e Cannes e kreisteiz Bro-C’hall.

An 21 a viz Ebrel 1961, e tegasas distruj ur c’homando eus arme Bro-C'hall en Aljeria, er Su da Nementchas e-lec'h e oa ur guzhiadenn louzoù a oa e dalc’h Aljerianed an Armée de Libération Nationale.

Ur soudard anvet Lomig a zo bet lazhet. Hag un Aljerian anvet Youssef a zo bet bac’het gant an arme c’hall. Robert, ur c’helenner, a zo bet gloazet en e droad e-pad an dagadenn. Da c’hortoz unan bennak d’e sikour, e soñj Robert er Vretoned peoc'helour n'o devoa ket c'hoant da lazhañ tud, met a oa rediet da vont d’ar brezel. Met bremañ e lazh an holl Vretoned tud, a breizh hag a jahin an Aljerianed vihan, nemet un den a nac'h lazhañ tud all hag a zo anvet Noël.

D'an 22 a viz Ebrel, Coco, a lâr d'an dud a oa gantañ ez eus bet ur putsch en Aljer gant jeneraled gall. Neuze e teu c’hoant d’ar letanant Perrin da gas e gomando da Alje, met harzet e voe outañ d’en ober evit ma ne vefe ket lazhet bernioù tud en Alje. Goude ar 25 a viz Ebrel e paouezas ar jeneral De Gaulle d'ober ar brezel e Aljer. Neuze e tistro Perrin d’ar c’hamp hag e lac’has Youssef...