Avalon (kanaouenn, Roxy Music)
Avalon a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer saoz Bryan Ferry evit Roxy Music, ar strollad a oa-eñ ezel anezhañ d'an ampoent.
Evel holl sonennoù an albom Avalon e oa bet enrollet e Studioioù Compass Point e Nassau (Bahamas) e 1981-82 hag embannet d'an 28 a viz Mae 1982.
Ouzhpenn an izili voas ar mare — Bryan Ferry (kan ha klavier), Andy Mackay (saksell) ha Phil Manzanera (gitar solo) — e kemeras perzh Yanick Etienne (kenganerez), Neil Hubbard (gitar), Jimmy Maelen (benveg-tosiñ), Andy Newmark (taboulinoù) hag Alan Spenner (gitar boud) ivez.
Brudet-mat eo Avalon en abeg da vouezh dispar Yanick Etienne a glever, eilet gant saksell Andy Mackay, e dibenn ar ganaouenn. Anaoudegezh a reas Bryan Ferry ha Rhett Davies[1] gant ar ganourez eus Haiti tra ma oa-hi o labourat gant ur strollad all, en ur studio amezek ouzh hini Ferry. Bamet-kaer e voent gant he mouezh, ma c'houlennjont ganti dont da gemer perzh er sonenn.
Adkanet e oa bet gant Heather Small hag embannet e 1997 e Fresco, pevarvet albom he strollad M People.
Selaou Avalon...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lenn ar gerioù...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Produour an albom, a-gevret gant Roxy Music.