Mont d’an endalc’had

Aurora Sanseverino

Eus Wikipedia
Aurora Sanseverino

Aurora Sanseverino pe Aurora Sanseverino Gaetani (1669-1726) a oa ur varzhez italian, aktourez ha mondianez e Rouantelezh Naplez, eus an tiegezh Sanseverino.

Ganet e oa e Saponara (hiriv Grumento Nova, e proviñs Potenza). He zad, Carlo Maria Sanseverino, a oa priñs Bisignano ha kont Saponara, hag he mamm Maria Fardella, a oa kontez Paceco. lakaet e voe da studiañ latin, prederouriezh, liverezh ha sonerezh, met ar varzhoniezh eo a blije dezhi ar muiañ. D'ar 25 da viz Kerzu 1680 e voe dimezet, da 11 vloaz, d'ar c'hont Girolamo Acquaviva di Conversano. A-benn un toullad bloavezhioù en em gavas intañvez. Distreiñ a reas da Saponara neuze, hag ober a reas meur a veaj gant he zad, da gêrioù Palermo ha Napoli.

D'an 28 a viz Ebrel 1686 ec'h addimezas da Nicola Gaetani dell’Aquila d’Aragona, kont Alife, dug Laurenzana ha priñs Piedimonte. Daou vugel he doe, Cecilia ha Pasquale. E Saponara e voe lidet an eured war an ton bras, hag aozet e oa bet ur pezh-c'hoari, ur seurt bugulgan dramatek, anvet Eliodoro. Goude ez eas ar priedoù da chom da Napoli, ma oa ti an ozhac'h, en ur gêr ma verve ar vuhez sevenadurel. D'he zi e teue barzhed, sonerien ha livourien, ma teuas da vezañ ur saloñs lennegel. Plijout a rae dezhi mont da chaseal er menezioù diwar-dro ivez.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]