Mont d’an endalc’had

August Landmesser

Eus Wikipedia
August Landmesser
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhReich alaman Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAugust Landmesser Kemmañ
Anv-bihanAugust Kemmañ
Anv-familhLandmesser Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Mae 1910 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMoorrege Kemmañ
Deiziad ar marv17 Her 1944 Kemmañ
Lec'h ar marvSton Municipality Kemmañ
Priedtalvoud dianav Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Place of detentionBörgermoor, Strafbataillon 999, Fuhlsbüttel Prison Kemmañ
Kondaonet evitanti-nationalism Kemmañ
Michermicherour Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNuremberg Laws Kemmañ

August Landmesser (24 a viz Mae 1910 e Moorrege, e-kichen Hamburg - 17 a viz Here 1944 e-kichen Ston, e Kroatia) a oa micherour en arsanailh Blohm + Voss e Hamburg, Alamagn. Brudet eo ar skeudenn[1] m'emañ e-kreiz un engroez d'an 13 a viz Even 1936 ha ma nac'h ober ar salud nazi. Tennet e voe ar poltred pa voe moret al lestr-brezel Horst Wessel evit ar wech kentañ[2].

E 1931 ec'h emezelas Landmesser en NSDAP evit kaout labour. E zilez a roas e 1935 pa zimezas gant ur yuzevez, Irma Eckler hec'h anv. D'an 29 a viz Here 1935 e voe ganet o merc'h henañ, Ingrid hec'h anv. E 1937 e klaskjont tec'hout war-zu Danmark met harzet e voe Landmesser tra ma voe gouezet e oa dougerez e wreg. E miz Gouere 1937 e voe barnet Landmesser ha lakaet kablus a vezañ dizenoret ar ouenn, evel ma veze skrivet el lezennoù nazi. E 1938 e voe tapet Irma Heckler gant izili ar Gestapo ha bac'het e voe e toull-bac'h Fuhlsbüttel. Dispartiet e voe o div verc'h, Ingrid hag Irene : aotreet e voe Ingrid da chom gant he mamm-gozh, Irene a voe kaset d'un ti-emzivaded, ha goude-se da di tud-kar. D'an 19 a viz Genver 1941 e c'hallas August Landmesser kuitaat an toull-bac'h. Labourat a reas evit an embregerezh Püst, ur rann eus Heinkel-Werke e Warnemünde[3]. E miz C'hwevrer 1944 e voe engouestlet er Strafbattalion 999. Leichte Afrika Division, ma voe embannet e oa bet lazhet e-kerzh an emgannoù.

E 1996 e lakaas embann o merc'h Irene Eckler ul levr e ditl Die Vormundschaftsakte 1935–1958: Verfolgung einer Familie wegen "Rassenschande" (Teuliad ar gward 1935–1958 : ur familh heskinet abalamour dezhi da "zizenoriñ ar ouenn"). Ennañ e kont buhez he familh, ha dielloù evel lizheroù gant he mamm ; dielloù ofisiel gant ensavadurioù ar Stad a zo ivez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ar skeudenn, Forschungs- und Arbeitsstelle “Erziehung nach/über Auschwitz”
  2. Simone Erpel: Zivilcourage : Schlüsselbild einer unvollendeten „Volksgemeinschaft“. In: Gerhard Paul (Hrsg.): Das Jahrhundert der Bilder, Bd. 1: 1900–1949, Göttingen 2009, S. 490–497, ISBN 978-3-89331-949-7
  3. Verbotene Liebe | Father reported missing. Forschungs- und Arbeitsstelle “Erziehung nach/über Auschwitz”