Audoenus

Eus Wikipedia

Audoenus (609-686), anavezet evel Ouen, pe Ouan e galleg, a oa ur sant frank ganet e Sancy, hiriv Sancy-les-Cheminots e-tal Soissons, ha marvet e 686 e Clichy-la-Garenne, e palez ar roue frank. Mignon e oa da Eligius (sant Eler e brezhoneg).

Mab e oa da Autharius (saint Authaire e galleg), kargad dindan Klotar II, ha da Aiga. Pinvidik e oa e dud, douaroù o devoa war-dro Jouarre. E vreur Adon, anvet da sant goude e varv, an hini a savas abati Jouarre ; ur breur all, Radon pe Rodon, a oa teñzorer ar roue. Liammet e oa e diegezh d'ar re Burgondofara, ur skourr eus an tiegezh Agilolfing, duged Bavaria.