Mont d’an endalc’had

Au Pairs

Eus Wikipedia

Au Pairs a oa ur strollad sonerien post-punk savet e Birmingham e 1979. A-fet sonererzh e oa heñvel ar pezh a raent ouzh sonerezh strolladoù evel Ludus, Gang of Four pe Delta 5. Da lavaret eo e oa levezonet al lusk (kaset gant ar gitar boud hag an taboulinoù) gant hini ar sonerezh funk (James Brown pe Funkadelic a zo levezonioù anat), padal e oa kentoc'h punk ha skañv son ar gitaroù (evel Subway Sect). Holl ar strolladoù-se a oa eus an tu kleiz pellañ, met merzete voe Au Pairs a-drugarez d'e ganerez, Lesley Woods, dre ma'z embanne e oa gwregelourez ha heñvelreizh : ul levezon bras e voe Au Pairs evit holl strolladoù al luskad riot grrrl a ziwanas er bloavezhioù 1990. Hervez an istorourez war ar sonerezh Gillian G. Gaar ez eo bet dibar an doare m'eo bet aozet ar strollad (paotred ha merc'hed) [1].

O fladenn gentañ, Playing with a Different Sex he zitl a vez gwelet evel unan eus ar pladennoù post-punk klasel, enni kanaouennoù efedus evel "It's Obvious" ha "We're So Cool", diazezet war an darempredoù paotr-plac'h. Tonioù all, evel "Armagh" hag an diskan"we don't torture", a zo diazezet war ur savboent republikan war an darvoudoù a oa d'ar mare-se e Norzh Iwerzhon.

En eil albom ar strollad, Sense and Sensuality he zitl, ez eo anatoc'h c'hoazh levezon ar sonerezh jazz, soul, funk ha disco, met ne voe ket degemeret ken mat. Divodet e voe ar strollad e 1983, dres pa oa o vont da enrollañ ur bladenn all gant ar produer Steve Lillywhite. Woods a savas ur strollad ennañ merc'hed nemetken the Darlings e dibenn ar bloavezhioù 1980, ha goude-se e tilezas ar sonerezh. Hiziv an deiz ez eo breutaerez. Paul Foad a gendalc'h da seniñ gant Andy Hamilton and the Blue Notes, hag e kelenn seniñ gitar e Birmingham. Asambles gant Stuart Ritchie en deus lakaet embann un hentenn seniñ gitar anvet The Caged Guitarist e 2000. Deuet eo Jane Munro da vezañ yac'haourez e Birmingham. Pete Hammond a gendalc'h gant ar sonerezh, hag e kelenn seniñ bivioù-sko e Birmingham.

Pladennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù bihan (singles)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "You"/"Domestic Departure"/"Kerb Crawler" (021 Records, OTO 2, 1979)
  • "It's Obvious"/"Diet" (021 Records, OTO 4, 1980)
  • "Inconvenience"/"Pretty Boys" (Human Records, HUM 8, 1981)
  • "Inconvenience"/"Pretty Boys"/"Headache For Michelle" (remix) (Human Records, HUM 8/12, 1981)

Pladennoù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Playing with a Different Sex (Human Records, HUMAN 1, 1981) #33 RU
  • Sense and Sensuality (Kamera Records, KAM 010, 1982) [#79 RU]
  • Live in Berlin (AKA Records, AKA6, recorded 1982, released 1983)
  • Shocks to the System: The Very Best of the Au Pairs (Cherry Red, CDMRED161, 1999)
  • BBC Sessions 79-83 (RPM, RPM139)
  • Sense and Sensuality (Remastered) (Castle Music, CMRCD 470, 2002)
Pladenn The Castle a gaver enni ar c'hanaouennoù reizhet, rak meur a gudenn a oa war bladenn Kamera.
  • Stepping Out of Line: The Anthology (Castle Music, CMQDD1338, deuet er-maez e miz Mae 2006 er Rouantelezh-Unanet)

Izili gentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lesley Woods - gitar/kan
  • Paul Foad - guitar/kan
  • Jane Munro – gitar boud
  • Pete Hammond - taboulinoù
  1. Gillian G. Gaar - She's a Rebel: The History of Women in Rock and Roll, embannet gant Seal Press e 2002, pajenn 203-204


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]