Atikamekweg
Neuz
| Atikamekweg (Atikamekw) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Kanada |
| Rannved : | Kebek |
| Komzet gant : | 3 995 (1998) |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù aljek
|
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | |
| Akademiezh : | hini ebet |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | |
| ISO 639-2 | cre |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh aljek eus isskourr eus yezhoù kreek-montagnek-naskapiek eo ar atikamekweg (atikamekw pe tête de boule), komzet gant 3 995 den da yezh kentañ e teir c'humuniezh-yezh distroll e Manuane, Obedjiwan ha Weymontachie e Kebek e Kanada (1998).
Ur rannyezh-r an hini eo, disheñvel-tre diouzh ar montagneg hag an naskapieg komzet tro-war-dro.
Teir rannyezh a zo:
- Manaweg (manawi)
- Wemotatchieg (wemotaci)
- 'Opitchiwan (opitciwa)
N'emañ ket ar yezh-mañ en arvar da vont da get.
Skrivet e vez gant al lizherenneg latin hervez reolennoù reizhskrivañ ar galleg.