Arzhig du

Eus Wikipedia

Arzhig Du zo ur rummad levrioù a gont buhez un arzhig du gant e vamm hag e dad, evit bugale eus 2 da 4 bloaz.

Krouet e oa bet an istorioù e galleg da gentañ gant Danièle Bour, an oberourez. ' Petit Ours Brun e oa an anv gallek.

E brezhoneg int bet lakaet gant Arno Elegoet ha Loeiz Elegoet. Gant Bannoù-Heol int embannet.

Embannet e oa bet an istorioù en ur gelaouenn c'hallek evit ar vugale anvet Pomme d'Api adalek 1979. Abaoe 1993 e vezont embannet gant Bayard e stumm albomoù.

Petit Ours Brun a c'haller gwelout ivez e filmoù berr skeudennoù-bev er chadenn skinwel France 5. Kavet e vezont e brezhoneg ivez war www.brezhoweb.com.

Burutellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod tadoù ha mammoù a gav eo familh a c'hiz kozh a weler en istorioù, en doare ma'z eo gwisket an tudennoù ha rannet al labour etre mamm ha tad en ti. Koulskoude e reont berzh, en div yezh, ha n'eo ket nec'het ar vugale gant prederioù ar seurt-se[1] .

2014[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mae 2014: 12 levrig nevez embannet.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. pennad paeüs en Télégramme, da lavaret eo n'haller ket lenn pa ne vezer ket koumanantet