Arya Stark

Eus Wikipedia
Arya Stark
A Song of Ice and Fire character, Game of Thrones character, fictional child, fictional human, fictional vigilante
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSeven Kingdoms Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denArya Stark Kemmañ
Anv-bihanArya Kemmañ
Anv-familhStark Kemmañ
Lec'h ganedigezhWinterfell Kemmañ
TadEddard Stark Kemmañ
MammCatelyn Stark Kemmañ
Breur pe c'hoarRobb Stark, Sansa Stark, Bran Stark, Rickon Stark Kemmañ
FamilhHouse Stark Kemmañ
Michermass murderer, vigilante, brezelour, lazher Kemmañ
Statud sokialnobl Kemmañ
Krouet gantGeorge R. R. Martin Kemmañ
Dezerc’herMaisie Williams Kemmañ
Present in workGame of Thrones, A Song of Ice and Fire Kemmañ
A denn da ved ar faltaziWorld of Ice and Fire Kemmañ
EnemyNight King Kemmañ

Arya Stark a zo un dudenn faltaziek en heuliad levrioù epic fantasy George R. R. Martin : A Song of Ice and Fire. Un dudenn pouezus-tre eo, hag an hini nemeti a vez gwelet he savboent en holl levrioù embannet en heuliad.

Skoed ardamez an Tiegezh Stark

Kinniget evit ar wech kentañ e 1996 el levr A Game of Thrones, Arya a zo merc'h yaouankañ ha trede bugel Lord Eddard Stark hag e wreg Lady Catelyn Stark. Ur raspaotr eo, pennek, kalonek, dizalc'h, ober a ra fae gant an oberezhioù merc'hed hengounel, ha droukvesket e vez alies gant ur paotr. Ober a ra gant ur c'hleze berr anvezet Nadoz, profet dezhi gant he hantervreur, Jon Snow, hag gourdonet eo d'an doare kleizeata "Braavosi" gant Syrio Forel.

Arya zo c'hoariet gant an aktourez saoz Maisie Williams e dezneusiadenn HBO ar stirad levrioù, Game of Thrones.[1],[2] He argonad en deus dastumet meuleud ar filmvarnourien, dreist-holl en eil koulzad evit he labour gant an aktour Charles Dance (Tywin Lannister) pa servije anezhañ evel hanafer (servijer gwin)[3] Unan eus an dudennoù deuet ar gwellañ eo el levrioù hag er stirad.[4],[5] Williams a zo bet anvet evit ur Primetime Emmy Award evit Outstanding Supporting Actress in a Drama Series evit he roll er stirad e 2016.[6]. Gant ar peurrest eus aktourien ar stirad eo bet anvet er Screen Actors Guild Awards evit Outstanding Performance by an Ensemble in a Drama Series e 2011, 2013, 2014, 2015, 2016 ha 2017.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Game of Thrones: Cast & Crew. HBO. Kavet : 2 Mae 2019.
  2. Martin (July 16, 2010). From HBO. Diellet er skrid orin d’an 7 Meurzh 2016. Kavet : 2 Mae 2019.
  3. "The Tywin and Arya Show" (15 Mae 2012). Retrieved on 2 Mae 19 2019. 
  4. Erickson (12 Even 2014). Ranking the Most Popular Characters in 'Game of Thrones'. Mashable. Mashable.com. Kavet : 2 Mae 2019.
  5. Top 40 'Game of Thrones' Characters, Ranked and Updated. Rolling Stone. Sean T. Collins (13 Gouere 2017). Kavet : 2 Mae 2019.
  6. Rice (14 Gouere 2016). Emmy nominations 2016: See the full list. Entertainment Weekly. Kavet : 2 Mae 2019.