Mont d’an endalc’had

Arundhati Roy

Eus Wikipedia
Arundhati Roy e 2013.

Arundhati Roy, ganet d’ar 24 a viz Du 1961 e Shillong en India, zo skrivagnerez ha stourmerez. Aet eo Priz Booker 1997 ganti evit he levr Doue an Traouigoù ("The God of Small Things"), ur romant dam-awenet gant he buhez ha dreist-holl he bugaleaj e Kerala, ur stad eus India, e mervent ar vro, en arvor. Stourm a ra evit difenn gwirioù mab-den, an ekologiezh hag an arallvedelouriezh.