Mont d’an endalc’had

Artouked

Eus Wikipedia

An Artouked (Artuklular e turkeg) a oa un dierniezh turkmen e gevred Anatolia a renas war ur beylik etre 1102 ha 1409.

Dont a ra o anv eus hini Artuk Bey, diazezer an dierniezh, a varvas e Jeruzalem e 1091.

Rannet e oa an Artouked e tri skourr :

  • Hini Sökmen Bey, mab Artuk, a'n em stalias e Diyarbakır. Diskaret e voe e 1231.
  • Hini İlgazi Bey, e Mardin, diskaret e 1409. Gwaz e voe ar skourr-mañ d'ar Seldjouked, Eyyoubed ha Mogoled diouzh renk.
  • Hini Melik İmameddin Ebubekir (deuet eus skourr Mardin), e Harput. Mont a reas da get e 1224.