Arsav-brezel Mudanya
Arsav-brezel Mudanya (turkeg : Mudanya Mütarekesi ) a zo un emglev etre Turkia (Bodadeg-Veur Vroadel Turkia) en un tu, hag Italia, Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet en tu all. Lakaat a reas un termen da Vrezel Dieubidigezh Turkia. Sinet e voe e kêr Mudanya (Turkia) d'an 11 a viz Here 1922. Ar breutadegoù a grogas d'an 6 a viz Here e maerdi Mudanya, e-dan prezidantelezh ar jeneral turk Ismet Pacha. Kompren a reas an Durked hag ar Vreizhveuriz ne c'hallent ket kregiñ gant ur brezel-bed arall abalamour da d-Tras ar reter hag ar strizhoù-mor, an div gudenn diriadel hag a chome da zirouestlañ. An holl varc'hatourion a voe fur a-walc’h evit bihannaat o goulennoù.
Rouantelezh Gres a savas a-du gant an arsav-brezel d'ar 14 a viz Here 1922. Ar Vreizhveuriz o doa lakaet klaoustre war Gres, dav voe dezhe anzav e oa bet kollet gante. Engoustlañ a rejont rediañ gouarnamant Aten da blegañ war toud al lodenn eus Tras er reter d'ar Maritza ha prometiñ a rejont tennañ buan o holl nerzhioù milourel eus Turkia, d.l.e. eus Kergustentin ivez. En eskemm e voe anzavet gant an Durked derc’hel kont eus interestoù Breizh-Veur e kudenn ar strizhoù-mor hag akord e voent evit ma vefe savet ur c’hendiviz etrebroadel a-zivout ar poent-se. Sinet e voe un arsav-brezel war ar poentoù-se gant Sir Charles Harrington hag Ismet Pacha, ha kensinet e voe raktal gant an daou jeneral hag a oa eno en anv Bro-C’hall hag Italia. Echuet e oa Brezel Dieubidigezh Turkia.
Mammenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacques Benoist-Méchin, Mustapha Kémal ou la mort d’un empire, pajennoù 215 ha 216, Embannadurioù Albin Michel, kentañ trimiziad 1962, Pariz, Bro-C'hall.