Arrows Grand Prix International

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Arrows Grand Prix International a oa ur skipailh ha saver Formulenn 1 saoz en deus redet etre 1978 ha 2002, hag etre 1991 ha 1996 dindan an anv Footwork. Krouet eo bet e 1977 gant un toullad tud a oa o paouez kuitaat Shadow, Franco Ambrosio, Alan Rees, Jackie Oliver, Dave Wass ha Tony Southgate ha savet an anv diwar lizherennoù-kentañ o anvioù. Savet o deus o c'harr kentañ e 53 devezh nemetken, met klemm zo bet savet gant Shadow a wele gant o c'harr FA1 ur gopienn eus e garr Shadow DN9. A-raok ma vefe difennet redek gant o c'harr gant lez-varn Londrez o deus divizet sevel ur garr-all, e 52 zevezh ar wezh-mañ !

Redet o deus 368 redadeg hep trec'hiñ ur wezh, o disoc'h gellañ o vezañ eil e 1997 gant Damon Hill. Ur rekord eo bezañ ken pell e F1 didrec'h. N'o deus nemet ur plas pol ha nav fodiom. Goude ar prantad Footwork eo bet gwerzhet ar skipailh da dTom Walkinshaw met aet eo kudennoù armerzhiel ar skipailh war washaat ha divizet eo bet paouez e kreiz ar bloaz 2002.

Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1