Armand du Châtellier
Neuz
Armand René Maufras du Châtellier (ganet d'ar 7 a viz Ebrel1797 e Kemper ha marvet d'ar 27 a viz Ebrel 1885 e kastell Kernuz e Pont-'n-Abad) a oa un istorour hag un armerzhour breizhat.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude studioù e Roazhon ha goude labourat ur pennad er maltouterezh, e pledas da vat gant an istor. Bez' e voe unan eus izili an Académie des sciences morales et politiques e Pariz, an Association bretonne e Kemper, ha gantañ e voe krouet ar gazetenn Le Quimperois[1]. Perc'henn e oa war kastell Kernuz ha maer Pont-'n-Abad e voe eus miz C'hwevrer 1874 da viz Du 1877.
Gant e vab, Paul-Armand, e voe krouet ur mirdi e kastell Kernuz, gant traezoù, listri, binvioù, bravigoù eus ar Ragistor.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sevel a reas meur a zek levr. En o zouez emañ :
- Histoire de la Révolution dans les départements de l'ancienne Bretagne (1836, adembannet e 1977)
- Recherches statistiques sur le département du Finistère (1835-1837)
- La guerre de Vendée
- Les persécutions religieuses et la Convention
- Des alphabets celtiques et celto-armoricains
- L'Inde antique (1852)
- Mémoire sur la pêche à la sardine
- Du mouvement des études littéraires et scientifiques en province (histoire des congrès) (1865, Dumoulin, Pariz)
- Évêché et ville de Kemper (1888, goude e varv)