Mont d’an endalc’had

Armand Coupel

Eus Wikipedia

Armand Coupel (30 Ebrel 1883 - 7 Mezheven 1966) zo bet dekvet eskob Sant-Brieg ha Landreger goude Emglev 1801, hag an drivet goude an Diforc'h etre ar Stad hag an Iliz. Eil eskob an Aotrou Serrand e oa bet adalek an 29 Kerzu 1945, hag eskob etre an 20 a viz Meurzh 1949 hag an 19 a viz Genver 1961.

Sikouret en devoa Dom Alexis Presse da adsevel abati Itron-Varia Boken. Kemer a reas perzh en distro d'an abati d'ar 27 Eost 1953 eus relegoù sent Breizh miret e sakristi Saint-Jacques du Haut-Pas e Pariz.

E 1960, pa voe embannet Eil sened-meur ar Vatikan, e c'houlennas an Aotrou Coupel gant ar pab Yann XXIII e vefe laket un eskob yaouankoc'h en e blas.

Mont e reas war e leve e 1961 e Lanseeg, e ti kenkiz ar Galon Sakr, e lec'h e yeas da Anaon d'ar 7 Mezheven 1966. Sebeliet eo bet e bered Kumuniezh Krehen.