Argumentum ad consequentiam

Eus Wikipedia

An argumentum ad consequentiam pe arguzenn dre an heuliad, zo un arguzenn douellus, hag a glask tennañ ur gentel (ur gredenn hepken peurliesañ) diwar unan eus efedoù ar gredenn.

Bezet ar frazenn:

  • "Doue a rank bezañ anezhañ : ma n'eus ket anezhañ, ez eus kalz a dud hag a bed en aner !"

Eus an eil rann e tenner an div vartezeadenn:

  • A : "Doue n'eus ket anezhañ."
  • B : "Ar feizidi a bed en aner."

Mar deo gwir A eo gwir B ivez da-heul. B eo an heuliad diwar A. Met B zo displijus d'ar feizidi. Neuze e c'hallont soñjal n'eo ket gwir A, ha krediñ ez eus eus Doue.

Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un dra bennak zo goude ar marv; c'hoant am eus da vevañ da viken.