Ar viskoulenn vihan a rae toulloù e pep tra

Eus Wikipedia

Ar viskoulenn vihan a rae toulloù e pep tra eo anv brezhonek ul levr bugale savet ha skeudennaouet gant ar skrivagner stadunanat Eric Carle[1]. Troet eo bet gant Jañdo Robin, hag embannet gant TES e 2006.

The Very Hungry Caterpillar ("Ar viskoulenn varnaonek") e oa anv orin al levr pa voe embannet e 1969 e SUA gant World Publishing Company, hag adembannet goude gant Penguin Putnam. Istor ur viskoulenn hag a deu da vezañ ur valafenn eo.

Berzh bras a reas ha troet e voe e meur a yezh. Ouzhpenn 30 milion a skouerennoù zo bet gwerzhet anezhañ dre ar bed.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]