Ar c'horonal ne skriv den dezhañ

Eus Wikipedia

Ar c'horonal ne skriv den dezhañ (titl orin: El coronel no tiene quien le escriba) zo ur romant skrivet e spagnoleg gant Gabriel García Márquez ha troet e brezhoneg gant Aleksandr ar Gall.

Emeur e 1956, en ur gêriadenn war an aod e Kolombia. Bep Gwener ez a ur c'horonal kozh disoudardet d'ar porzh, da c'hortoz keloù eus ul leve en devoa goulennet abalamour d'ar servijoù en devoa roet er brezel diabarzh. Padal ne zeu lizher ebet digant ar gouarnamant, hag e chom nebeut a beadra gant an tiegezh.

Savet eo ar skrid en un doare eeun ha diginkl, kontrol d'an doareoù barok a c'heller kavout en oberennoù all ar skrivagner.