Apesar de Você
Apesar de Você zo ur ganaouenn bortugalek savet ha kanet gant ar c'haner Chico Buarque de Holanda e 1970 diwar-benn an diouer a frankiz en amzer diktatouriezh an arme e Brazil. Berzet e voe er skingomz gant gouarnamant ar jeneral Emílio Garrastazu Médici. Aotreet e voe eizh vloaz goude gant hini ar jeneral Ernesto Geisel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E meurzh 1970 e tistroas Chico Buarque da Vrazil goude tremenet bloaz en Italia dre m'en doa kredet André Midani, rener e ti Philips, a lavare $ "e oa an traoù o wellaat e Brazil". Koulskoude n'eo ket se a gavas ar c'haner, ha gaou a oa bet kontet dezhañ gant Midani; jahinerezh a veze, hag alies e veze dastumet tud e-kuzh ha ne vezent ket gwelet ken. Kement-se a ziskouezas en ur ganaouenn savet e doare ur chabous etre amourouzien. Pa rankas kas e ganaouenn da gevrenn ar skridensellerezh e kredas Chico e vije lakaet berzh warni met ne voe ket.
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet eo bet ivez gant Clara Nunes ha ne ouie ket diwar-benn petra e oa ar ganaouenn, ma rankas mont da ganañ evit an arme goude-se en Olimpíadas do Exército e 1971 evel digoll.
Ouzhpenn Clara Nunes e voe enrollet ivez gant Maria Bethânia, Benito Di Paula ha Beth Carvalho[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Informações sobre a canção no All Music Guide. Página acessada em 7 de janeiro de 2010.