Aourgi alaouret
| |||
|---|---|---|---|
C. aureus
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Canidae | ||
| Genad : | Canis | ||
| Anv skiantel | |||
| Canis aureus Linnaeus, 1758 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
An aourgi alaouret (Canis aureus), anvet ivez aourgi boutin pe aourgi Azia, a zo un aourgi bihan a gaver e su Azia, gevred Europa ha kreiz ha norzh Afrika. Etre 7 ha 9 bloavezh e c'hell bevañ en natur ha betek 16 bloavezh er gwarezva.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ruz-melen gant un tarch war o gouzoug eo krev aourgon. O liv a c'hell kemmañ hervez an amzer hag ar vro avat. Muzuliañ a reont etre 70 ha 85 cm ha pouezañ etre 8 ha 10 kg. Brasoc'h eo ar pared eget ar parezed.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aourgon boutin a gaver eus ar Balkanoù betek Thailand ha Sri-Lanka hag e norzh Afrika betek hanternoz Tanzania. Plijout a ra dezho ar rannvroioù sec'h gant nebeut a struzh.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E bagadoù-familh bihan e vev an aourgon alaouret. Ar re vihan a chom gant o zud ur bloaz goude m'eo tizhet o oad-gour ganto d'o harpañ da zesevel ar re yaouankoc'h. Debriñ a reont menned, anevaled bihan ha frouezh. Ar c'houbladoù a chom asambles a-hed o buhez hag asambles e tifennont o zachennad.
Gouennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude dougen 9 sizhunvezh e c'han ar parezed etre 6 ha 9 c'holen etre 200 ha 250 g pep hini enno.