Aonach an Phoic

Aonach an Phoic (saozneg: Puck Fair, "Foar ar Bouc'h", poc a dalvez kement ha 'par ar c'havr) a zo brudet evit bezañ foar koshañ Bro-Iwerzhon. Dalc'het e vez bep bloaz e-pad tri devezh adalek an 10vet a viz Eost e Cill Orglan, kontelezh Ciarraí.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bep bloaz ez a ur bodad tud d'ar menez da dapout ur bouc'h gouez. Degaset eo e kêr ha kurunet "ar Roue Puck" (saozneg: King Puck) gant "Rouanez Puck" (Queen of Puck), dre hengoun ur baotrezig eus ar skol vihan lec'hel.[1].
Da c'houde e lakaer ar Roue e-barzh ur gaoued uhel e-pad tri devezh, ha d'an trede devezh e vez kaset en-dro d'e gêr er menez. Pa vez kurunet e-kreiz al leurgêr e talvez e c'heller kregiñ er fest. Digeriñ a reer an tavarnioù betek teir eur mintin, ar pezh a zo aotreet a-ratozh abalamour d'ar foar (en Iwerzhon e tle an tavarnioù serriñ da ziv eur mintin). Reuz a sav a-wechoù gant ar Gardaí en abeg da se.
Marc'had
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre hengoun e aozer foar ar c'hezeg d'ar c'hentañ deiz ha foar ar saout d'an eil. Da gustum ez eus gwerzherien a-leizh a-hed ar straedoù oc'h ober brud tro-dro d'o froduoù d'ar mor a douristed a zeu d'ar foar[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soñjal a reer eo kozh-kozh ar foar, met ne gaver roudoù ebet anezhi a-raok 1603 pa reas ar roue Jakez VIvet un teul a roas ur statud ofisiel da foar Cill Orglan. Daoust da se n'anavezer ket he orin, ha meur a vojenn a zo diwarni.
Ur vojenn a gont e kroujod ar foar da lidañ ur c'havr a zilezas he bagad da verzañ annezidi ar gêr edo lu Oliver Cromwell o tont e-pad aloubadenn Iwerzhon er XVIIvet kantved. Donedigezh ar c'havr a drechalas an dud dirak an dañjer, ha mont a rejont da ziwall ar gêr pe da guzhat betek ma kuitjent ar Saozon. Displeget eo er ganaouenn iwerzhonek hengounel An Poc ar Buile ("Ar Bouc'h Pennfollet"). Evel-just ne glot ket an istor-se gant ar pezh a ouzer rak c'hoarvezout a reas aloubadenn Iwerzhon etre 1649 ha 1653, ha gouzout a ouzer eo koshoc'h ar foar eget 1603.
E-touez ar skolveuridi e soñjer e teu ar foar eus an amzer rag-kristen, eus ar gouel keltiek Lughnasadh a arouez deroù an eostoù. Eno e vefe ar bouc'h enkorfañ ar struj evit ar baganis[3].
E 1931 e lakaas Margaret Murray Foar ar Bouc'h a-gevret gant he martezeadenn a-zivout kehel ar sorserezed, ha displegañ a reas e oa ur gouel rag-kristen en enor an Doue Korniek[4]. Evelato e lavaras an istorourien Jeffrey B. Russell ha Brooks Alexander : "Hiziv ez eus emglev e-touez ar skolveuridi e fazie Murray – faziañ a rae penn-da-benn hag en un doare strobus diwar-benn pep bon-meizad zokennoc'h" ("Today, scholars are agreed that Murray was more than just wrong ; she was completely and embarrassingly wrong on nearly all of her basic premises")[5]
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Puck Fair: Ireland's Oldest Festival. Irish America. Kavet : 2012-11-21.
- ↑ Puck Fair - Irelands Oldest Fair, every August 10th, 11th and 12th. Puckfair.ie. Kavet : 2012-11-21.
- ↑ Puck Fair - Irelands Oldest Fair, every August 10th, 11th and 12th. Puckfair.ie. Kavet : 2012-11-21.
- ↑ (en) Murray, Margaret A. (1931). The God of the Witches. London : Faber and Faber, 1952, p. 43-44.
- ↑ Russell, Jeffrey B. & Alexander Brooks. A New History of Witchcraft: Sorcerers, Heretics and Pagans. London : Thames and Hudson, 2007 (ISBN 9780500286340)