Aon (from)
Neuz
An aon eo ar from a santer dirak un dañjer pe ur gourdrouz. Un ersav naturel eo hag a laka an dud hag al loened da dec'hel pe da dalañ ouzh an dañjer. Oberiañ a ra hueg an empenn evit ar pezh a sell ouzh an nervouriezh.
Pa vez bras-bras an aon e komzer eus spont. Met pa n'haller ket hepkoriñ ar riskl e komzer eus enkrez kentoc'h. Pa bad re an enkrez-se e komzer eus fobiezh hag a zo ur strafuilh bredel.
Ar cheñchamantoù fiziologel zo gouranalad, kresk dastalm ar galon, dered gwad, tennder kigenn, kroc'hen gwazi, c'hwezadur, hiperglisemiezh hag all.